Bonapartouriezh

Bonapartism
ideologiezh politikel, luskad politikel
Anvet diwartierniezh Bonaparte Kemmañ
StadFrañs Kemmañ

Bonapartouriezh (galleg : bonapartisme) eo anv un ideologiezh politikel awenet gant obererezhioù an daou impalaer Napoleon Bonaparte ha Napoleon III. An droienn a vez implijet evit ober eus an dud hag o deus ar spi e vefe adsavet an tierniezh Bonaparte hag o doare da ren. Gant ar mennozh-se, ur bonapartour zo un den hag a zo oberiant en ul luskad politikel mirour, roueelour, hag impalaeriel en XIXvet kantved e Frañs.

Ar bonapartouriezh zo bet ganet e 1814 gant kentañ diskar Napoleon. Er bloavezhioù 1840 e voe ganet hag unvanet an ideologiezh-se.

Goude Napoleon I, an droienn a oa bet implijet evit ober eus an holl bolitikerien o devoe kemeret perzh e Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, ha dreist-holl ar re a oa e penn Ren ar Gonsuled (Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun) ; goude-se e voe implijet ledanoc'h evit ober eus an dud a oa a-du gant ar C'hentañ hag an Eil Impalaeriezh c'hall. Ar vonapartourien o devoa c'hoant ma vefe un impalaeriezh renet gant an tiegezh Bonaparte, familh korsat Napoleon I hag e niz Napoleon III.

Er boavezhioù a-vremañ e vez implijet an droienn en ur stumm kalz ledanoc'h, evit ober eus luskadoù pe tudennoù politikel a sav a-du gant ur galloud kreñv kreizennet, renet gant ur penn skedus, harp d'ul lu kreñv, ha mirour.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search